DEGEMER
Emaint o tont!
A-benn nebeut e vint war al lec’h


Raktresoù Krommlec’h
Bez’ eo un droellad mein uhel kizellet, war-dro 3 m a uhelder pep hini anezho, digor war-zu an diavaez hag ivez war-zu an diabarzh. Pep oberenn a daolenn un den a bouez bras e buhez sevenadurel Breizh (sonerien, kanerien, barzhed… ha kement zo). Skeudennaouet e vo evel-se, a-hed ar bloavezhioù pe en a-raok en amzer, ur c’hronologiezh eus an dud vrudet o deus stummet istor sevenadurel Breizh . Ar c’hizelladurioù a vez benet e greunvaen Breizh gant arzourien brudet.
Savet e vo an droellenn-mañ gant 12 delwenn hag a ziazezo ul lec’h kempennet a c’hallo servijout da zegemer abadennoù a bep seurt.
Emdroadur:
Kenderc’hel a reomp gant hon doare-ober hag ar bloaz-mañ e vo lakaet delwenn nevez ar c’hoarezed GOADEC war al lec’h e miz Gouere. Gallout a rit reiñ ho lod d’ar raktres bras dibar-mañ e Breizh en ur ober un donezon.


